Enez Mornington (Isla Mornington e spagnoleg) zo un enezenn e Chile, e mervent ar vro, er Meurvor Habask, er c'hreisteiz da bleg-mor Penas, en enezeg Mornington. Ur gorread a 528,8 km² he deus, ma'z eo ar 26vet brasañ enezenn e Chile. Stag eo ouzh proviñs Última Esperanza, e Rannvro Magallanes. E-pad 6 000 vloaz e oa poblet an aodoù anezhi gant ar bobl kawésqar. E deroù an XXIvet kantved e oa bet kaset ar boblad da get gant an alouberien.
Developed by StudentB